Kroaz Minihi

Degemer 
Accueil
Kinnig
Présentation
An dud hag al lec'h
Les gens et le lieu
Ti Embann
Edition
Pelerinachoù
Pelerinages
Evit prepar un overenn...
Préparer une messe...
Liammoù
Liens
Darempred
Contact
Minihi Levenez Kreizenn speredel eskopti Kemper ha Leon e brezhoneg
Le centre spirituel bretonnant du dioscèse Quimper et Léon


Job en eus resevet kolier Urzh an Erminig d'ar sadorn 22 a viz Gwengolo 2007 en enor d'al labour en eus kaset da benn evit ar feiz, ar sevenadur hag ar yezh e Breizh. Ur gouel a zo bet ar sizhun war lerc'h er Minihi.

Job a reçu le collier de l'Ordre de L'Hermine le samedi 22 septembre 2007 à Saint-Brieuc. A cette occasion, une petite fête a été organisée au Minihi la semaine suivante.

Erminig2007
An dud o deus resevet Kolier an Erminig e 2007
An Tad Marc ha Job
An Tad Mark ha Job gant o c'holieroù


Enor

Lod a zell war-zu an enoriou hag a glask an enoriou ’vel an heizez sehedig o klask eur wazienn zour. Ar gwella dour koulskoude eo dour ar vuez ha kan ar garantez a vager evid an dud. Lakaad a rafen ouspenn ar peoc’h diabarz a ra d’an den kenderhel gand e ero keid ha ma c’hell ha dougen kement ha ma c’hell ive poaniou e vreudeur.
Ma komzan amañ euz kement-se eo ablamour ma ’z-eus kouezet warnon eun enor dihortoz evidon : reseo kolier an erminig. Hag e fell din lavared amañ : ar c’holier kaer-se am-befe c’hoant rei da veur a gant a dud am-eus resevet diganto, hag o deus roet din o gouiziegez, o anaoudegez euz kaerder or bro, hag o-deus desket din o doujañs evid ar re vianna. Ne roer nemed pa vez bet resevet, resevet karantez, resevet levenez ha taoliou ive.
Lavaret e vez eo ar bloaveziou kenta ar re bouezusa evid eur bugel. Nag a jañs am-eus bet neuze nompaz mond d’ar skol araog seiz bloaz, peogwir am-eus bet tro evel-se da anaoud an natur, da c’hoari gand forz petra ha da zelaou an dud tro-dro din. Ablamour da ze e ouestlan ar c’holier kinniget din d’an oll mammou-koz ha tadou-koz a oar kemer amzer gand ar re vian, digeri dezo o daoulagad hag o c’halon da zizolei kaerder ar bed. War galon kalz tud a netra e lakan ar c’holier-se, peogwir eo int-i a zoug en o c’hreiz teñzor kuz or bro.

Prezegenn Job war lerc'h bezañ resevet kolier an erminig, d'an 22/09/07

Job


Honneur

Certains lorgnent vers les honneurs et recherchent les honneurs comme une biche assoiffée qui recherche un ruisseau. La meilleure eau est pourtant l’eau de la vie et le chant d’amour que l’on nourrit pour les gens. J’ajouterai la paix intérieure qui fait qu’un homme continue à tracer son sillon tant qu’il le peut et à porter aussi autant qu’il le peut les souffrances de ses frères.
Si je parle ici de tout cela c’est parce que tombe sur moi un honneur inattendu pour moi : recevoir le collier de l’hermine. Et je voudrais dire ici : ce beau collier, j’aimerais le donner à des centaines de personnes de qui j’ai reçu, et qui m’ont donné leur savoir, la connaissance de la beauté de chez nous, et qui m’ont appris leur respect pour les plus petits. On ne donne que si l’on a reçu, de l’amour, de la joie et des coups aussi.
On dit que ce sont les premières années qui sont les plus importantes pour un enfant. Que de chance j’ai eu de n’être pas allé à l’école avant mes sept ans, puisque j’ai pu ainsi connaître la nature, jouer avec n’importe quoi et écouter les gens autour de moi. C’est pourquoi je dédie ce collier qui m’a été offert à toutes les grand’mères et grand’pères qui savent prendre du temps avec les petits, leur ouvrir les yeux et le coeur pour découvrir la beauté du monde. C’est sur le coeur de bien des gens de rien que je dépose ce collier, car ce sont eux qui portent en leur sein le trésor caché de notre pays.

Discours de Job pendant la cérémonie de remise du collier de l'hermine, le 22/09/07

 

Job & Maer
Job ha Maer Trelevenez
Gouel Erminig
An dud deuet d'ober gouel e sal ar barrez
krampouez
Krampouez mat 'zo mat da gaout
dirag ar c'hampouez
Dirag ar c'hampouez