Kroaz Minihi

Degemer 
Accueil
Kinnig
Présentation
An dud hag al lec'h
Les gens et le lieu
Ti Embann
Edition
Pelerinachoù
Pelerinages
Evit prepar un overenn...
Préparer une messe...
Liammoù
Liens
Darempred
Contact
Minihi Levenez Kreizenn speredel eskopti Kemper ha Leon e brezhoneg
Le centre spirituel bretonnant du dioscèse Quimper et Léon
Ur pennad diwar benn Job er gazetenn Bobl Vreizh (c'hwevrer 2008) amañ
Article sur Job dans Le Peuple Breton de février 2008

Job An Irien en eus resevet kolier Urzh an Erminig d'ar sadorn 22 a viz Gwengolo en enor d'al labour en eus kaset da benn evit ar feiz, ar sevenadur hag ar yezh e Breizh. Ur gouel a zo bet ar sizhun war lerc'h er Minihi. Titouroù ha poltriji amañ.

Job an Irien a reçu le collier de l'Ordre de L'Hermine le samedi 22 septembre 2007 à Saint-Brieuc. A cette occasion, une petite fête a été organisée au Minihi la semaine suivante. Infos et photos ici.

Job An Irien


Job An Irien :

Ganet eo bet Job an Irien e Bodilis en un endro brezhoneger. Darempredet en deus skouted Bleimor en e yaouankiz. Eus 1962 betek 1982 e kemer perzh a dost e buhez ar Bleun-Brug oc'h embann ingal e kaieroù ar Bleun Brug, kanaouennoù (dastumad eun deiz gant Michel Scouarnec ha kanaouennoù evit ar vugale Deus ganin), kantikoù (kantikoù nevez e brezhoneg Hag e paro an heol gant Michel Scouarnec ha René Abjean) ha kanadegoù (Ar Marh Dall, War varh d'ar mor gant René Abjean ha lazoù-kanañ Penn ar Bed).
Dre youl an Eskop Barbu e vez krouet e 1984 ar greizenn Minihi-Levenez, lec'h emgav evit ar vrezhonegerien. Job an Irien, e karg eus al lec'h-mañ, a gendalc'h da skrivañ o reiñ un ton muioc'h relijiel d'e oberenn : Kantikoù evit ar vugale, Klask a ran et Dremm an Aotrou, kanadeg Kan evid ar peoc'h ha da c'houde War heñchou ar bed gant Christian Desbordes hag adarre lazoù-kanañ Penn ar Bed. E 2000 e krou Kalon ar bed gant Christian Desbordes ha René Abjean en iliz-veur Kemper hag e kendalc'h war un dro da skrivañ kantikoù.
Diouzh un tu all, adalek 1990, e ro lañs d'un ti-embann divyezhek (nemet evit al levrioù relijiel hag a zo e brezhoneg pen-da-benn) gant kenlabour Bernard Tanguy, Yves-Pascal Castel, Fañch Morvannou, Pierre Tanguy, Jean-Pierre Boulic... Lakaat a ra ar gelaouenn Minihi-Levenez da zont er maez en un doare reoliek hag e skriv ingal er gazetenn sizhuniek Le Courrier du Léon - Le Progrès de Cornouaille ha nevesoc'h er gazetenn Ya. Kement-se hep derc'hel kont eus an aozañ pic'hirinajoù er broioù kelt hag aluzoneri skolajoù ha lise Diwan e Penn-ar-Bed.

Né à Bodilis dans un milieu bretonnant, Job an Irien jeune est scout à Bleimor. De 1968 à 1982 il participe de très près à la vie du Bleun-Brug et à la rédaction des cahiers du Bleun Brug écrivant chansons (recueil eun deiz avec Michel Scouarnec et chansons d'enfants Deus ganin), cantiques (nouveaux cantiques bretons Hag e paro an heol avec Michel Scouarnec et René Abjean) et cantates (Ar Marh Dall, War varh d'ar mor avec René Abjean et les chorales du Bout du Monde).
A partir de 1984, avec la création du centre de rencontre bretonnant Minihi-Levenez par Mgr Barbu, évêque de Quimper et de Léon, l'orientation devient plus spécifiquement spirituelle. Cantiques pour enfants, Klask a ran et Dremm an Aotrou, cantate Kan evid ar peoc'h puis War heñchou ar bed avec Christian Desbordes et toujours les chorales du Bout du Monde. Puis en 2000, il crée Kalon ar bed avec Christian Desbordes et René Abjean à la cathédrale de Quimper tout en poursuivant l'écriture de textes de cantiques.
Entre temps, surtout à partir de 1990, il crée une maison d'édition essentiellement bilingue (sauf pour les ouvrages liturgiques entièrement en breton), en collaboration avec Bernard Tanguy, Yves-Pascal Castel, Fañch Morvannou, Pierre Tanguy, Jean-Pierre Boulic... Il édite la revue Minihi-Levenez et depuis 1993, écrit régulièrement des chroniques dans l'hebdomadaire Le Courrier du Léon - Le Progrès de Cornouaille et plus récemment dans Ya... Tout cela sans compter l'animation de pèlerinages en pays celtiques, l'aumônerie de collèges et du lycée Diwan en Finistère.